Pariz-Roubaix

Pariz-Roubaix zo unan eus ar c'hoshañ redadegoù war hent war varc'h-houarn, bet krouet e 1896 gant Théodore Vienne ha Maurice Pérez (neutaerien anezhe) goude ma oa bet digoret marc'hhouarnva nevez Roubaix (Norzh). Estreget bloavezhioù ar Brezel-bed kentañ hag an Eil Brezel-bed e vez redet bep bloaz, e miz Meurzh pe Ebrel. Abaoe 1968 ne loc'h ket eus Pariz ken met eus Compiègne (Oise) kent mont war-du an norzh a-hed 250 kilometrad.

Lesanvet e oa bet Ifern an Norzh abalamour d'ar pavez (e Kroashent ar Wezenn da skouer) ma vez ret d'ar rederien tremen warne, o lakaat an divarc'hadennoù da greskiñ... kuit da venegiñ ar rodoù toull. N'eo ket hep abeg o devez an holl varc'hhouarnourien aon rak daou gilometrad Klaz Wallers-Arenberg a ra d'ar beloioù krenañ a-grenn. Dilezet e oa bet e 2005 evit ma vije kempennet hag aet e oa gantañ e 2006 en-dro.

E takadoù all e tremen ar rederien dre veterabezegoù, lost ha lost ken enk mard eo an hent. Ouzhpennet ar glav hag ar fank gwechoù 'zo ez eo aes kompren e vez gounezet ar genstrivadeg-mañ gant ur sportour e kreiz e vrud, ur podad chañs gantañ, hag harpet gant kenrederien ampart.


Developed by StudentB